Didier Pironi

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Didier Joseph Louis Pironi (bet ganet d'ar 26 a viz Meurzh 1952, marvet d'an 23 a viz Eost 1987) a oa ur blenier redadegoù kirri gall en deus redet e Formulenn 1 hag en Andur. E F1 en deus redet etre 1978 ha 1982, bloavezh e wallzarvoud grevus-tre en deus rediet anezhañ da bouez gant ar redadegoù kirri. Redet en deus evit Tyrell, Ligier ha Ferrari, ha trec'het en deus 3 gwezh. Anavezet eo evit e vignoniezh gant Gilles Villeneuve, ur vignoniezh deuet da vezañ un enebouriezh pa oa Ferrari e penn ar jeu e 1982, bloavezh marv Villeneuve hag e wallzarvoud dezhañ. Gounezet en deus ivez 24 eurvezh ar Mañs gant Renault Alpine e 1978. Lazhet eo bet en ur gwallzarvoud redadegoù bigi keflusket e 1987.

Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1

Developed by StudentB